musée bigouden

D’ar Gwener 22 a viz Gwengolo e oamp bet o weladenniñ mirdi ar Vro-Vigoudenn e Pont ‘n Abad. Gwelet hon eus dilhad Bro-Vigoudenn evit al labour-douar, evit ar festoù, evit ar Sul hag ivez evit an euredoù. Gwelet hon eus koefoù disheñvel, a bep seurt ment. Sellet hon eus ouzh ur film diwar-benn ur Vigoudenn a ziskoueze penaos e veze lakaet ar c’hoef. Gwelet hon eus ivez kizelladenn ur Vigoudenn, ur penn gant ur c’hoef, bonedoù, tresadennoù kozh… Goude e oa kalz a salioù eus ar mare kozh d’ar mare a-vremañ gant gwiskamantoù a bep seurt liv. Gwelet hon eus arrebeuri kozh. Gwelet hon eus ivez ur gwele-kloz. Gwelet hon eus ivez ur gwele ha ne oa ket kloz eus 1930. Ur gegin a oa eus 1960, gant arrebeuri e Formica. Gwelet hon eus ivez penaos e laboure ar vugale gwechall e-barzh diskouezadeg Edouard Doigneau. E-barzh diskouezadeg-se a oa un daolenn hag e oa ivez gwiskamantoù evit ar vugale a oa glas, ruz, melen hag orañjez. Gant itron Bertrand, itron Beujet hag aotrou Touzé hon eus gweladennet ar mirdi.

Jeudi 22 septembre, nous sommes allé visiter le musée bigouden, accompagnés par Mmes Bertrand et Beujet ainsi que M. Touzé Le rez de chaussée se consacrait aux costumes autant pour les hommes que pour les femmes ; il y avait aussi des modèles de broderies à la fois pour les habits et pour les coiffes. Cette pièce fut ma préférée avec la suivante. Le premier étage était meublé ; il y avait un lit clos, un banc-coffre, une armoire, une grande pendule à balancier, un vaisselier et une baratte. Tous ces meubles étaient en bois. Les deux pièces suivantes étaient pareil mais plus récentes. Et enfin, le deuxième étage était constitué d’autres costumes et d’un court métrage montrant une dame qui mettait sa coiffe. L.D